Accueil > La mairie et vous > Nos publications > Bulletin municipal

Bulletin Municipal

Dernière mise à jour : 01/08/2017

Partagez sur les réseaux sociaux :

    

Editorial du numéro 75 en breton

LAURENT DUVAL A RESPONT D’HO KOULENNOÙ

Tudoù kaezh razh a-bezh,

 

C’hwi a ya d’ober anavedigezh get feson nevez hor c’hannadig-kêr ma kaver tresadenn al logo nevez en-dro. Faotiñ a rae din chañch stumm ar pennad-stur ivez : krennoc’h an danvez anezhoñ ha tostoc’h d’ho prederiadennoù. Setu perak e vo savet diàr un nebeud goulennoù kaset genoc’h dre bostel pe dre hor c’hejadennoù. Lennadenn vat deoc’h !

 

« GET AR BLEGENN EKONOMIKEL DIASUR A ZO A-GAOZ D’AN ENKADENN YEC’HEDEL, DAOUST HA FUR EO DERC’HEL DA BROGRAMM AR CHANTERIOÙ BRAS ? »

 

Me ‘gred, ya. Monet a raimp er-maez ag an enkadenn sur a-walc’h. Ar fonnaplañ ar gwellañ, perchañs, mes da c’hortoz emañ ret gober get ar benvegoù pourvezet dimp get ar Stad evit roiñ lañs d’an ekonomiezh en-dro. Ur gudenn vroadel eo hag, oc’hpenn, dober o deus hon embregerezhioù lec’hel ag hor skoazell, muioc’h evit biskoazh. Postiñ argant enne hiziv an deiz zo kement ha bout dorn-ha-dorn gete. E-keit ha ma red ar virus e kendalc’h ar bed da droiñ. Doberoù o deus tud Langedig c’hoazh.

 

N’heller ket arsav get ar vuhez pemdez. Ur prantad a bouez ec’h omp é veviñ. Choazoù mat a ranker gober rak ne vo ket mui ar mem ekonomiezh. Hiziv an deiz hon eus tro d’en ober. Rakwelet e oa ar postadurioù-se ha gortozet e oant get tud ar gumun. Peadra hon eus d’ober un dra bennak, neuze e savomp an amzer-da-zonet.

 

« PENAOS EM DENN AR GUMUN ER BLEGENN YEC’HEDEL ? TITOUROÙ A C’HELLIT ROIÑ DIMP ? »

 

Annezidi an AHDOD (ti ar re gozh) a oa bet vaksinet kentizh ha miz C’hwevrer, evel ar c’hoskor oc’hpenn 50 vlez ha gwazourion ar servij e tier an dud. Asambl get Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun ha Véronique Garido, an Eilmaerez evit an Obererezh Sokial, an Henaourion, ar C’hengred, ar C’hoskor hag ar C’hendiviz sokial, omp bet é renabliñ razh an dud oc’hpenn 75 vlez evit kartennaouiñ ar vaksinadur en ur mod resis. Tost ur palefarzh anezhe a zo bet vaksinet pe enskrivet àr ar rolloù. Paot mat anezhe a c’hortoz bout vaksinet get o medisinour. Evit an dud digenvez e labouromp e darempred get Kap Emrenerezh Yec’hed evit lakat emgavioù ha sikour gete. Trugarekaat a ran pep unan evit e emouestl. N’eo ket ul labour aes, dreist-holl pa ranker anzav emañ kouezhet hon meud en hon dorn e-fet mererezh an enkadenn-se.

 

« ER C’HUZULIOÙ-KÊR DIWEZHAÑ E OAC’H BET ATERSET GET STROLLAD AN TU ENEP ÀR HO “FESON” DA LAKAT AN DEMOKRATELEZH-PERZHIIÑ E PLEUSTR. PETRA EO HO RESPONT ? »

 

Me ‘gav genin e ranker monet en tu-hont da santadur ar gerseenn. Kaer eo gouiet, demokratel ha perzhiadek eo an dilennadegoù.

Meur a wezh durant ar c’houlzad kabaliñ em eus graet anv ag an demokratelezh-emplegiñ. Kement-se a dalv em ouestliñ, ha n’eo ket kemer perzh hepken. Ar mem tra a c’hortozan a-berzh strollad an tu enep a-benn an taol-fin. Pa vez peuret er mem park e voter er mem tu hag e vez harpet ha lusket an divizoù douget get ar c’huzul-kêr. Pa ne vez ket graet, ec’h eneber doc’hte evel galloud enebiñ, dre zegas arguzennoù ha derc’hel d’e c’her pa vez dizemglev. Dober he deus an demokratelezh ag ar galloud enebiñ-se. Dilennet omp bet razh evit dileuriiñ tud Langedig a-bezh. Ni a labour razh evit skoiñ er mem tu.

 

Traduction :

Servij Treiñ-Aliañ Ofis Publik ar Brezhoneg
Service Traduction-Conseil de l'Office Public de la Langue Bretonne

Nos publications

VOS SERVICES